Karta
« Le dialogue comme la diversité des cultures ne sont pas donnés une fois pour toutes. Sans cesse ils se travaillent. »
Kōichirō Matsuura, ex-Directeur Général de l’UNESCO
« L’autarcie culturelle et raciale est une marche à la mort. Elle est tout aussi irréalisable que son contraire, une culture mondiale uniforme. »
Jean-Claude Carrière
Teatr Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt – komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez – a gomz brezhoneg an holl anezho, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
Palioù
En tu all d’ar bariadenn m’eo krouiñ en ur yezh minorelaet e fell deomp sellet a-dost ouzh darvoudoù hor mare, mont en-dro hor c’hevredigezh. Diaesoc’h-diaesañ eo an en-dro politikel ha sokial, hag e vezer techet da asantiñ da ginnigoù sevenadurel a dalvezfe evit an holl, kentoc’h eget digoriñ an nor d’ar re disheñvel o doare da soñjal ha da grouiñ. Perak neuze ez eo a-bouez selaou mouezhioù ar minorelezhioù, en ur zerc’hel kont deus ar meskajoù sevenadurel a zo deus outo ha deus an eskemmoù ?
Dibaboù arzel
Dibaboù arzel liesstumm hag oc’h emdroiñ a vo diazez labourioù krouiñ kentañ an Teatr Piba. Lakaat a rint war-wel talvoudegezh vras ul labour barzhoniel a reomp-ni, hag ar bed krouiñ ez eo hor hini. Al labourioù-se a zo stag ouzh un ijin awenet kement gant ar bandennoù-treset, ar sinema, ar sonerezh, ar varzhoniezh, al lennegezh hag ar c’hoariva.
Pleustriñ war ar c’hor, korf ha mouezh an aktour a zo e-kreiz ar jeu e-barzh hol labour. Un doare da reiñ da gompren hor goulennoù war an identelezh hag ar yezh an hini eo , kor hag istor ar c’hor, deus an hinienn d’an engroez war al leurenn. Nerzh ar c’hoari a-strolll o talvezout da reiñ da glevet an holl vouezhioù, kement istor zo ha kement mouezh a zo.
Pleustriñ war ar c’hor, korf ha mouezh an aktour a zo e-kreiz ar jeu e-barzh hol labour. Un doare da reiñ da gompren hor goulennoù war an identelezh hag ar yezh an hini eo , kor hag istor ar c’hor, deus an hinienn d’an engroez war al leurenn. Nerzh ar c’hoari a-strolll o talvezout da reiñ da glevet an holl vouezhioù, kement istor zo ha kement mouezh a zo.
Yezhoù
Hor yezh, ar yezhoù hag ar rannyezhoù a zo e-kreiz hol labour ivez. Ar brezhoneg a zo barzhoniezh en enni, un testeni eo deus un ijin stag ouzh ur bed liammet gant elfennoù an natur. rannyezhoù ar brezhoneg a zo evel kement ton disheñvel a zegas c’hoant da labourat war al lusk hag ar son. Ha n’eo ket souezh gwelet pegen frouezhus eo labour ar sonerien er vro.
Harzoù
Ur gwir bariadenn eo kinnig pezhioù-c’hoari e brezhoneg. Penaos bezañ komprenet gant an holl er vro hag e-maez ar vro. Penaos treuziñ an harzoù, gwir pe ijinet ? Penaos leurenniñ un oberenn evit ma vefe komprenet gant an holl, hep na vije troet war ar prim ? Ur bariadenn deknologel, arzel, yezhoniel an hini ’vefe neuze ? Daoust hag e c’hellfe nerzh, korf ha mouezh an aktour sikour ac’hanomp da vont a-benn deus « kudenn » ar yezh ? Sed aze un hent labour-all evit ar strollad.
Plougerne, miz here 2009
Thomas Cloarec ha Tony Foricheur