HENTOù gwenn
2023.
ur grouadenn liesyezhek war hentoù al laezh

Hentoù gwenn a gaso ac’hanomp war an hent gwall gevrinus ha nebeut anavezet, hini al laezh, evit diskoachañ kevrinoù a chom kuzhet en dourenn-mañ, un danvez bemdeziek evit kalz ac’hanomp, ha leun a souezhadennoù koulskoude. Hag «aour gwenn hor bed» a vefe al laezh neuze » ?
Hentoù gwenn un avantur liesvouezhiek a denn tro-ha-tro diouzh un enklask, un enhentadur hag ur gantreadeg. Mont a raimp war an hent eus Brest da Istanbul, eus pardon ar saout er Menez Du da dostalennoù Menez Taurus, eus garidennoù Mirdi an Denelezh da gavell al labour-douar en Anatolia. Ur gantreadenn vras hed-ha-hed an «hentoù gwenn», eus an istorioù hiniennel d’an hollvedel, ur veaj a gaso ac’hanoc’h a-dreuz keginerezh ha barzhoniezh, prederouriezh ha skiantoù, dre an amzer hag an ec’honder, betek ar prantad a vez graet dispac’h nevez-oadvezh ar vein outañ, ar mare-se eus istor an denelezh m’eo bet skoulmet ur gevrat nevez gant ar boudoù bev.
___
« N’em boa ket soñjet e se morse. Un dra bennak zo em c’horf a aotre ac’hanon da vezañ maget gant laezh vamm ul loen n’eus netra da welet ganin pe gant ma spesad. Ha leun a broteinoù. Evit dont da vezañ evel ul leue advabet. Pegen iskis eo ? Ur gevrat graet gant ar saout ? Abaoe pegeit e tenomp anezho ? Ha perak n’en em gav ket an holl war an hevelep pazenn dirak al laezh ?
Pep goulenn a son don em c’hreizon. Teñval eo ar gevrin, peseurt ster zo dezhañ sanket em spered ? Un ehan a rankan ober. Kemer a ran ur werenn, mont a ran betek ar yenerez, leuniañ a ran gant laezh. N’em boa ket sellet ouzh ur werennad laezh evel-se biken. Evañ a ran. Saourus eo al liñvel lart ha gwenn, evel ma vije gwin. Evel ma c’hellje e vlaz reiñ respontoù din. Kontrol d’ar gwin ne vez ket mezv ar spered gant al laezh. Neuze e lonkan. Koulskoude e ouzon e tegas ar jestr-se ouzhpenn sec’hed, naon pe lipouzerezh. Disgwel a ra al liamm kreñv ha kuzh gant al loened, donezon an natur, ur seurt burzhud. Hir em eus gortozet a-raok klevet an istor a c’houlennan kaout un dazlenn anezhañ. »
David Wahl
Août 2022
Skipailh krouiñ
Rener arzel, Leurenniñ : Thomas CLOAREC
Skritur, dramaouriezh : David WAHL
Skoazell war al leurenniñ, dramaouriezh : Mai LINCOLN
C’hoari : Mona CAROFF, Sébastien DURAND, Thumette LEON, Benoit PLOUZEN-MORVAN
C’hoari – Jubenniñ – Skoazell war al leurenniñ – LSF : Maelc’hen LAVIEC
Jubenniñ LSF : Mathilde Le NEZET hag Interprétariat 22 : Amandine MONLOUIS, Fanny CHÂLOT, Miriam WERNER
Krouadenn son & régie générale : Gwenole PEAUDECERF
Leurenn-aozañ : Nadège RENARD
Kinkladur : Emmanuel BOURGEAU, Ligne 21
Krouadenn gouloù : Stéphane LE BEL
Treiñ azasaat e brezhoneg : Gwenola COIC
Treiñ azasaat e Yezh ar Sinoù Gall : Langue turquoise
HAnterouriezh sevenadurel hag arzel – LSF : Laetitia MORVAN
Kehentiñ : Aurélie DENIEL
Penn-produer : Tony FORICHEUR
Produiñ ha skignañ : Marie GUETIERE
Produet gant : TEATR PIBA
Menegoù
Coproductions :
Le Quartz – Scène nationale de Brest
Théâtre-cinéma de Choisy-le-Roy – Scène conventionnée d’intérêt national Art et création pour la diversité linguistique
La Maison du Théâtre – Brest
Le Strapontin – Scène de territoire de Bretagne pour les arts du récit
EPCC – Chemin du Patrimoine en Finistère – Domaine de Trévarez (DRAC – Ministère de la Culture et de la Communication : Résidence artistique en milieu scolaire)
L’Atelier Culturel – Landerneau – Scène de territoire des arts de la piste
Soutiens :
DRAC Bretagne – aide à la production
Région Bretagne
Conseil Départemental du Finistère
Ville de Brest
AGEFIPH
Avec le soutien technique de la compagnie Dérézo
Deizhiadoù
2023
22 au 25/11/23
La Maison du Théâtre de Brest en co-réalisation avec Le Quartz, Scène Nationale de Brest | Brest (29)
2024
26/01/24
La Paillette
RENNES (35)
30/01/24
Théâtre-Cinéma de Choisy-le-Roi, scène conventionnée d’intérêt national art et création pour la diversité linguistique
CHOISY-LE-ROI (94)
Du 01 au 03/02/24
Scène de recherche – ENS-PARIS-SACLAY
GIF-SUR-YVETTE (91)
11 et 12/04/24
L’Atelier Culturel
LANDERNEAU (29)
18/04/24
Le TRIO…S – Théâtre du Blavet en co-réalisation avec Le Strapontin de Pont-Scorff
INZINZAC-LOCHRIST (56)
23/05/24
La ferme Cara-Meuh ! – Communauté d’agglomération Mont-Saint-Michel-Normandie
VAINS (50)
21/11/24
Le Sillon
PLEUBIAN (22)
2025
28/02/25 et 01/03/25
Centre Culturel Arthémuse en co-réalisation avec Le Théâtre de Cornouaille – Scène nationale de Quimper
BRIEC (29)
28/03/2025
Théâtre ONYX
SAINT-HERBLAIN (44)