Skeulioù er C’houmoul

2018
Abadenn faltazi radio

Evit an holl adaleg 9 vloaz
Diwar oberenn orin Dominique Paquet, embannadurioù l’école des loisirs – Meurzh 2001

  • Stumm heuliad faltazi radio 6 rann 10 munut
  • Stumm a-bezh-kaer abadenn faltazi radio 55 munut

Graet eo bet ar c’hinnig-mañ a-drugarez d’ur c’henlabour etre meur a framm tomm ouzh ar brezhoneg : Teatr Piba, Radio Kerne, Dizale ha Kalanna. Kendrec’het omp holl eo ar c’hrouiñ a galite ur ret evit dazont hor yezh. Setu perak e fell deomp labourat dorn ha dorn ha lakaat hon barregezhioù a-stroll.

Anna Lincoln, Kalanna

“Souvent, la première image d’une pièce surgit de la nuit. Des personnages sortent de l’ombre lentement ou comme on se déchire, précédés d’une lampe-tempête ou d’une torche. Une fois entrés dans l’espace de ma nuit, ils refusent de sortir, poursuivant leur histoire de ténèbres à l’air libre de la page (…)”

Dominique Paquet

E Sina e tremen an traoù. Da noz, Zao Ming a zigor e galon d’e vignon Shen You : ne chomo ket da louediñ pelloc’h er ger. Petra zo kaoz ? Sina eo zo kaoz p’emañ o cheñch ken buan. An arc’hant eo ar mestr bremañ ha war e dud ouzhpenn pa’z int erru sklav, ne reont ket war e dro ken. Mont a ra e vignon d’e heul. Mont a raint, a dro-gaer da eur ha dizeur, betek e penn all ar bed, ganto o barroù-livañ hag o gerioù a sikouro anezho da ober un depegn eus ar bed evel ma tro ha ‘vel ma ijiner anezhañ.
Ar skipailh
Rener arzel – Thomas Cloarec
Troourez e brezhoneg Aziliz Bourges 
C’hoari ha trouziañ – Tifenn Lineatte, Leo Guillerm
Krouadenn son ha trouziañ – Guillaume Le Guern
Enrolladenn – Gwenole Peaudecerf, Jean-Mari Ollivier
Kemmeskañ – Jean-Mari Ollivier
Produiñ – Anna Lincoln (Kalanna) – Tony Foricheur (Teatr Piba)
Kehentiñ – Teatr Piba / Kalanna / Radio Kerne
Ken-produiñ – Dizale
Skignañ – Radio Kerne
Menegoù
Souten : Rannvro Breizh – FALB
Poltridi : Sebastien Durand

Pin It on Pinterest

Share This