AL LIORZHOUR

2012

Krouadenn divyezhek evit ar vugale
diwar “The Gardener” gant Mike Kenny
Adalek 7 vloaz
Padelezh – 55 min

“Un neubeut amzer a-raok na varfe e kavemp a wechoù va zad-kozh, a veze techet da gousket an darn vuiañ deus an amzer d’ar poent-se, o tijuni da 8e noz pe oc’h evañ un digor kalon da 7e mintin. Ma oa kollet red an amzer gantañ e oa troet en ur mod all an eñvorennoù en e benn ivez. Troet e veze war-zu e vugaleaj tro dro Briec ha Tregunc. Sonj ’rae dezhañ e oa distroet en e vro c’henidik…Ha pa savemp ur goulenn outañ, pa lavaremp en-dro dezhañ peseurt hini e oamp e touez ar mibi bihan e responte atav, ur vousc’hoarzh eeunig gantañ : «ha bon ?». Tudenn Harry en deus lakaet ac’hanon da soñjal en va zad-kozh. Degas a ra sonj dit deus an distro d’ar vugaleaj ha deus an doare distreset-se da welet an amzer a vez gant ar re gozh.”

Thomas Cloarec

Addont a ra soñj d’ul den kozh, anvet Joe, deus e vugaleaj ha deus an amzer dremenet e-barzh liorzh Tonton Harry al liorzhour. Da bep cheñchamant mare-bloaz e veze kollet muioc’h-mui e vemor hag a c’herioù gant Harry. Met o kreskiñ ’veze Joe ivez ha deskiñ a rae, tamm-ha-tamm, micher e eontr kozh. Ur wech bennak pa ’oa erruet ar goañv e oa marvet. Harry, ha Joe a zo prest da gemer e blas.

Ar skipailh

Leurenniñ – Thomas Cloarec
Testenn – Mike Kenny
Troidigezh – Ninnog Latimier, Séverine Magois
Komedianed – Tangi Daniel, Tony Foricheur
Leurennaozañ – Jean-Michel Appriou
Kinkladurioù – Hervé Manach
Bitrakoù – Latanakone Insisiengmay, Jean-Michel Appriou
C’hoari ar bitrakoù – Latanakone Insisiengmay
Dilhadoù – Loeiza Beauvir
Sonerezh – Jérôme Kerihuel, Stéphane Kérihuel
Gouleier ha merañ an teknik – Stéphane Le Bel
Merañ ar son – Eric Péron
Produiñ – Jérémy Uguen
Skignañ – teatr piba
Menegoù

Soutenet gant : DRAC Breizh, Rannvro Breizh, Kuzul Meur Penn ar Bed, Kreizenn MAx Jakob – Ti kêr Kemper, Ti kêr Molan, Redadeg 2012, SPEDIDAM
Ken- produet gant : Très Tôt Théâtre, Ti ar C’hoariva , Ti Ar Vro Kemper
Prantadoù krouiñ : CLC ar Guivinec, MPT Kerfeunteun – Kemper, C’hoariva  Bro Montroulez, Kreizenn sevenadurel an Ellipse e Molan, Ti ar C’hoariva e Brest, MPT Penhars – Kemper, ULAMIR ar Stêr Aon – Kastell Nevez ar Faou.

Share This