AN DIRI DIR

2010

Labourva #1

Diwar oberenn Youenn Gwernig, Un dornad plu / A handful of feathers, Al liamm 1997

An diri dir…
Ha me dizanv e tiskennis an diri dir da heul
An tropell dizanv
‘us deomp an tren disammet a ruilhe e gurun
gant tizh ha mall davet ur bec’hiad all
a spesoù buhezek lous ha naoniek
diskennerienn diri dir pazenn-ha-pazenn dibaouez
pep hini
‘n e baradoz
‘n e ifern
e-unan (…)

Deroù ar raktres

Ganet eo ar mennozh diwar ur raktres savet en hañv 2009 da geñver festival KANN AL LOAR. Ul labour war ar varzhoneg divyezhek “An diri dir”, bet skrivet gant Youenn Gwernig er bloavezhioù 60 a oa bet graet eno. Er varzhoneg-baleadenn hir-se e ro ar barzh da glevet e soñjoù mesk-ha-mesk gant eñvorennoù e vugaleaj ha roudoù deus temoù mojennel— evel tudenn amsklaer Tiresias—, e-keit m’emañ-eñ o vont da labourat, beuzet etouesk engroez metro New York.

E-barzh ar varzhoneg emañ Youenn Gwernig azezet e-barzh ar metro. Leuskel a ra e ijin da vont ha dont etre e vuhez diabarzh hag ar bed tro-dro dezhañ, hep barnañ tra: ur meskaj eñvorennoù bugaleaj, buhez pemdez, keleier skrijus ar gazetenn, a zeu dezhañ, e-mesk korfoù an engroez, bronnoù ar re yaouank, frondoù an dic’hwezh hag al lastez o vreinañ. Ha dont a ra saozneg koulz ha brezhoneg dezhañ, reiñ a ra da glevet ha da welet e vod dezhañ da welet ar bed.

Ar skipailh

Leurenniñ – Thomas Cloarec
Skoazeller war al leurenniñ hag war an dramaouriezh – Stéphane Leucart
Sonerezh ha son – Jérôme Kerihuel
Kinkladurioù – Saïg Ollivier & Thomas Cloarec
komedian(ez)ed – Tony Foricheur, Lleuwen Steffan
Gouleier – Thomas Cloarec
Vidéo – Saïg Ollivier
Produiñ – Teatr Piba
Poltridi – Anne-Sophie Zika

Menegoù

Soutenet gant : Rannvro Breizh, Kuzul Departamant Penn-ar-Bed
Degemeret gant : Le Voyage à Nantes, Skeudenn Bro Roazhon

Share This