AR MAEZIOÙ – The Country

2015
Abadenn faltaziñ radio
Diwar The Country gant Martin Crimp
Troet hag azasaet gant – Mich Beyer
Enrollet dirak an arvestourien d’ar merc’her 16 a viz Gwengolo 2015 e sal an Arhemuse (Briec) ha skignet war-eeun gant Radio Kerne
An Doktor Richard hag e vaouez Corinne o deus kuiteet Londrez, a-benn bevañ ur vuhez siouloc’h, war ar maez, e lec’h ma chomont bremañ. Distreiñ a ra Richard an nozvezh-mañ, gant ur vaouez dianav, « en deus kavet astennet en ur foz, war vord an hent », emezañ. O kousket emañ hi.
Concept
An enrollañ-skignañ a vo graet en un tenn dirak an arvestourien. Termenet e vo an dachenn-labour gant ar son da gentañ penn ha pa ‘vefe ar mod da labourat tost deus spered un arvest bev. Pal an tri aktour, ar soner hag an trouzer, asambles gant al leurenner, a vo da reiñ buhez da ved Martin Crimp en ur gomposiñ gant ar pozioù an trouzioù hag ar sonerezh.
Ar skrivagner
Un dramatour saoz eo Martin Crimp. Ganet eo e 1956. E bannlev Londrez emañ o chom. Kroget en deus da skrivañ evit ar c’hoariva er bloavezhioù pevar-ugent, war lec’h bezañ bet studier e Cambridge ha bezañ labouret evel klasker Marketing. Skrivet en deus evit ar skingomz da gentañ. Tapet en deus un nebeut prizioù d’ar mare-se, hag e bezhioù c’hoari gentañ a zo bet krouet e Richmond, gant an Orange Tree Theatre. Deuet eo da vezañ brudet pelloc’h eget e Bro-Saoz, e-pad ar bloavezhioù dek-ha-pevar-ugent, a-drugarez d’al labour en deus graet gant ar Royal Court Theatre.
Ar skipailh

Ren arzel – Thomas Cloarec
Interprètes – Tony Foricheur, Marion Gwen, Loeiza Beauvir
Sonerezh – Jérôme Kerihuel
krouadenn son ha trouzioù – Javier Marin Leyton
Merourien war ar son – Jean-Mari Ollivier (DIZALE) ; Gaël Hélary (RADIO KERNE), Gwenole Peaudecerf (Teatr Piba)
Produiñ – TEATR PIBA-DIZALE
Skignañ – RADIO KERNE
Grafourez – Camille Argouarc’h

Menegoù
Souten : Région Bretagne FALB 2015 – Rannvro Breizh FALB 2015 , Arthémuse (Briec) – Arthemuse (Brieg)
Share This