Maen Brest

2017

Teul-faltazi radio

Diwar destenn Stéphanie Coquillon ha Armel Veilhan
Troet e brezhoneg gant Aziliz Bourges
Enregistré au studio Dizale, Kemper – Mai 2018

Serret ma daoulagad meus graet hag aet on
kuit
Meus ket taolet ur sell war-dreñv
En em gavout ‘raen ‘vel
N’eo ket « drailhet » pa laran mat
‘Vel
‘Vel… petra reer eus se pa vez troc’het ur wezenn gant ur benveg ?”

Maen Brest, 2017

“E diskarr-amzer 2016 e oa bet aterset ganeomp merc’hed ha gwazed eus Brest, erruet eno goude bezañ bet rediet da dec’hel kuit eus o bro dezho. O zestenioù a zo an diell a vo klevet en teulfaltazi-mañ. Un abadenn faltazi neuze eo ivez Maen Brest, rak skrivet eo bet da zaou tro-dro d’un dudenn ijinet, hag a ra ul liamm etre ar vuhez pemdeziek e Breizh hag an testenioù kreñv bet fizhiet deomp. Un dudenn a c’hellfe bezañ gwelet evel un test eus ur rummad, hag a zo o klask he hent er bed post-sarkozyste-mañ, e kreizh ur c’hornwezh eus ar mediaoù hag arbennoù denel… Gwiadiñ ar yezhoù, kejañ ha degemer an dud a vefe marteze un doare da grouiñ ha desevel ar pep pouezusañ er vuhez : ar garantez hag ar vignoniezh ?”

Stéphanie Coquillon

Ar skipailh

Renerez arzel – Stéphanie Coquillon
GantMarion Gwenn
Krouadenn son – Marie Guérin
Tamm sonerezh“Karantez eus Damas”  Suhaib Julian
Enrollañ ha kemmeskañ  – Jean-Mari Ollivier
ProduiñTeatr Piba / Dizale
SkignañRadio Kerne

Menegoù

Souten : Rannvro Breizh – FALB

Trugarezioù

Trugarez c’hoazh hag adarre, d’an dud o deus fiziet ac’hanomp gant o zestenioù. Trugarez vras da La Quincaille, Ti Kêr Lokmikaelig, Liberté-Syrie 29, la Ligue des Droits de l’Homme Brest, Le Maquis, Cie Derezo, El Maout – Guimol Dru Band, Tristan an Nedeleg, Youn Kamm, Ewen Briant, Jil Pennec, Marie-Laure Breton, Achille Berthou.

Share This