METAMORFOZ

2014

Diwar skrid Aziliz Bourges hag Erwan Cloarec
Evit an holl
adalek 13 vloaz

“Hon buhezioù-pad e tisoñjomp hon c’hemmoù…»

Bamet ’ vezomp gant an dezrevelloù metamorfoz a vev ennomp. En enno emañ ar galloud da gemm ha war un dro e termenont ar stumm hag ar penn-natur. Petra a gemm ennomp? Petra a gemm ac’hanomp? Netra ne vir ouzh ar c’horf da gemm an eil devezh goude egile. Ne c’hellomp bezañ sur deus un dra nemeken, fin a vo dezhañ. Skridoù, goulioù eo ar peurest. Ha ni, kleizhennet, da vont a-hed gwenodennoù bet difraostet a vloaz da vloaz gant frouezh hor buhezioù kent, sorc’hennet alies ken tost deomp e seblant bezañ an traoù. Bep a dammig e kasomp kemmigoù war an dachenn diabarzh, o tisoñjal, o ruzañ, oc’h ober van chom hep klevet ar biroù a nij tro-dro deomp. A-wechoù e pakomp unan en hor c’hein, ken ma laoskomp ur mell vlejadenn, ken ma chomomp berr alan war-lerc’h. D’ar seizh avel e talm hor c’halon. Kartenn ar vro : didalvoud. An hentoù a anavezomp : didalvoud. Liv an oabl : un dra all. Un toull laosket gant an ezvezañs, ur borched e tifoup pep tra drezi betek bezañ stlaket, brevet hon izili, strewet a bep tu. Aze emaomp c’hoazh war-lec’h an taol tourmant. N’eo ket ni ken avat. Marvet un dra ennomp ha ganet un dra war an dro. Un ribin nevez a gas da vroioù dianav.

Un den, war nes mont da vakañsiñ gant e vignoned, ’n em gav trumm gant relegoù e dad kozh war e chouk …
Petra ober gant eskern an hendad marvet pell-zo e bro Laos ?
Lezel anezhañ en ti-pakajoù pe kas anezhañ da veajiñ gantañ ?
Kontañ a ra Metamorfoz beaj diabarzh Abeguile o pegañ gant istor e familh.

Ur vuhez all a sav ennañ, mousc’hoarzhoù frank, mareoù fromm : Ur fanfar dianket
Ur plac’h vlevek
Maouez an alc’hwezioù

Skeudoù an amzer dremenet o treuziñ huñvre an tad kozh
Krenadennoù un den
Mab Egile

Ar skipailh

Leurenner, rener arzel – Thomas Cloarec
Sikour war al leurenniñ – Stéphanie Coquillon
Testenn, dramaouriezh – Aziliz Bourgès, Erwan Cloarec, Thomas Cloarec
Skoazellerien arzel al leurenner – Daniel Mroz, Lattanakone Insisiengmay (c’hoari gant ar bitrakoù)
Komedianed ha Sonerien – Loeiza Beauvir , Charlotte Heilmann, Marion Guen, Tangi Daniel, Tony Foricheur, Jérôme Kerihuel, Fred Boudineau, Guillaume Le Guern
Leurenn-aozañ – Nadège Renard, Jean-Michel Appriou, Yann Coquil
Gouleier – Stéphane Lebel
Son – Eric Péron
Video, Titloù, Tresadennoù bev – Achille Berthoù, Laurent Rousseau, Sebastien Durand
Sonerezh – Jérôme Kerihuel, Fred Boudineau, Guillaume Le Guern
Dilhadoù – Marion Laurans, Kiritin Norath
Produiñ – Jérémy Uguen, Maiwenn Le Nedellec
Skignañ – Maiwenn Le Nedellec
Menegoù
Ken produerien : C’hoariva Bro Montroulez, Ti ar C’hoariva – Brest, Kreizenn sevenadurel an Ellipse – Molan, Ti Ar Vro Kemper -Kemper, Leurenn Glenmor – Karaes, Ar c’hiñkailh – Poullaouen, C’hoariva Georges Madec – An Eskivien

Soutien : Rannvro Breizh, Kuzul Meur Penn-ar-Bed, Ensavadur Gall-Rannvro Breizh, Kreizenn  Max Jakob – Ti Kêr Kemper, DRAC BREIZH, SPEDIDAM, Ensavadur Gall Bro Laos – Vientiane

Share This