PAOTR E VALIZENN

2017
Abadenn faltazi radio
Evit ar vugale adalek 10 vloaz
Diwar oberenn Mike Kenny
Troet diwar ar Saozneg gant Kristian Ar Braz

Gouzout a raen piv ‘vezen pa vezen er ger. Me ‘ vezen, ha tra ken. Ha neuze on deuet da vezañ ur repuad”

Paotr e Valizenn a zo trede faltazi radio Teatr Piba gant kenlabour Dizale. Goude ar pezh-c’hoari Al Liorzhour savet e 2012 diwar The Gardener e adkav Teatr Piba doare-skrivañ eeun ha barzhoniel meurbet ar skrivagner Mike Kenny gant an oberenn-mañ. Un abadenn faltazi radio e brezhoneg evit ar vugale ha pa ne vefent ket boaz gant an doare-se da splujañ e-barzh un oberenn. Ennañ e vez kaoz eus ur bugel, rediet da techout kuit eus e vro abalamour d’ur brezel ‘benn tizhout e Eldorado. Ha setu penaos e teu a benn ar skrivagner, dre istor ur veajour yaouank anvet Naz, da reiñ e identelezh en-dro d’ar « repuad dizanv », a vez kaoz deus outañ, bemdez er mediaoù…

Thomas Cloarec, 2017

En em gavout a ra daou vugel, Naz ha Krysia, war an hent. Hag int tec’het kuit deus o bro abalamour d’ar brezel. Asambles e klaskont tizhout Europa evit mont da Londrez, an Eldorado, a soñj dezho. N’eo ket un istor gwir met heñvel eo ouzh hini ar repuidi yaouank tec’het kuit deus Bro Siri, Tchad, Tchetchenia, Afganistan, Soudan, Ukraina… er mare-mañ. Un istor hollvedel an hini eo. N’eo meneget na bro orin, na relijion Naz ha Krysia.
Ar skipailh
Rener arzel – Thomas Cloarec I Teatr Piba
Gant – Tony Foricheur, Mai Lincoln, Tangi Daniel, Sarah Floch, Tangi Merien, Jakez Andre, Kaou Langoet, Riwal Kermarrec o vezañ komedianed
Sonerezh – Guillaume Le Guern
Trouziañ – Javier Marin Leyton
Merourien war ar son – Gwenole Peaudecerf I Teatr Piba, Jean-Marie Ollivier I Dizale
Kemmeskañ – Jean-Mari Ollivier, Studio Dizale
Merañ ar skignañ war-eeun – Gaël Hélary I Radio Kerne
Kehentiñ – Lou Millour I Radio Kerne, Manon Riouat I Teatr Piba
Produiñ – Teatr Piba / Dizale
Skignañ – Radio Kerne
Poltridi – Sebastien Durand
Menegoù
Souten : Rannvro Breizh – FALB, Arthémuse (Brieg)
Share This