TIEZ BRAV A OA GANEOMP

2017
Labourva #3
Diwar oberenn Stéphanie Coquillon
Dramaouriezh – Armel Veillan
Troidigezh – Tangi Daniel
Padelezh ~ 20 mn
Niver a arvestour ~ 20
“A-raok em boa c’hoant mont kuit e broioù pell, vevañ enno ha bezañ un estrañjourez. Bremañ e ouezan emañ ma vuhez amañ, ha ma veajan, e vo evit distreiñ d’ar gêr. Ken pouezus eo evidon. Ha lec’hioù a anavezan, lec’hioù a gont ma buhez.”

“James ne oa bet soñjet ganin em befe tu bezañ me ivez o klask repu en ur vro n’anavezan ket. Pas evit kaout ul labour, pe peogwir e blije din bezañ divroet, evit bezañ pinvidikoc’h pe me oar me… Evit ma vefe un tamm peoc’h em buhez. Evit chom bev.”

“Tiez brav a oa ganeomp” a zo ur labourva kaset da benn da heul emgavioù ha divizoù gant gwazed ha maouezed tec’het kuit deus o bro ha repuet e Brest. Yezhoù, gizioù, buhezioù pemdeziek, dilec’hiañ douaroniel ha diabarzh, gwrizioù… Heñchet gant ar mouezioù hag an testenioù dastumet e savimp un abadenn, un amprouen c’hoariva ha radio, gant sikour ur gomedianez, un neuziour hag ur sonourez. En ur zoujañ outo e klaskimp lakaat an istorioù-se zo bet fiziet deomp da vevañ war an dachenn c’hoari ‘benn bezañ klevet gant an arvestourien.

Ar skipailh

Ren arzel – Stéphanie Coquillon
Krouadenn sonerezh ha trouzioù – Marie Guérin
Leurennaozañ – Achille Berthou
C’hoari – Marion Guen

Menegoù
Gant Souten Festival Oblique Brest, Rannvro Breizh, Kuzul Departamant Penn ar Bed
Share This